Pevarlamm - Hor Bro - Live Vieilles Charrues 2015
Konogan an Habask
0:00 / 0:00
Pevarlamm - Hor Bro - Live Vieilles Charrues 2015
25 997 просмотров · 10 лет назад
Konogan an Habask
169 подписчиков
25 997 просмотров · 10 лет назад
Le groupe Pevarlamm live aux Vieilles Charrues / Erer Kozh
(Chanson Hor Bro de K. an Habask, arrgts : Pevarlamm)
http://www.pakerprod.bzh/album/deltu/
/ pevarlamm
http://www.konogananhabask.bzh
Extrait de l'émission Arvest Kafe / arvestkafe
Hor Bro
Pegoulz e vo klevet an dud o komz brezhoneg er vro ?
Pegoulz ‘teuio Nevenoe da dridal amañ en-dro ?
Disoñjet ‘vez spered ar bobl, buan, siwazh.
Touez an darn vrasañ ne vez ket klevet brezhoneg c’hoazh.
Pegoulz e adkavo ar bobl-mañ hent he sevenadur ?
Pegoulz ‘vo kalon ar vro o luc’hañ gant ar blijadur ?
Ma ne vez ket komzet hor yezh, gwir Vretoned,
E yelo tamm-ha-tamm teñzor hor bro da goll, da get.
C’hoant ‘m eus bevañ gant va yezh-vamm din-me el lec'h-mañ atav !
C’hoant ‘m eus kaozeal eus pep seurt traoù ganeoc’h, n’on ket marv !
Aner bevañ hepken diwar un amzer all,
Dorn-ha-dorn diframmomp hor gwirioù digant re Bro-C'hall.
Iskis eo 'n em santout estrañjour em c'havell ma-unan,
Iskis eo klevet kenvroiz digas ouzh ar yezh hon unan.
N’eus ket keit-se 'zo, ar brezhoneg oa mestr,
Gwir 'mañ pell amzer ar vro kreñv ha digabestr.
A-gevret kendalc'homp da grouiñ danvez nevez e Breizh.
Perak e tiviz va amezeg evidon, n'eo ket reizh.
Bemdez e vez da stourm evit gwirioù mab-den,
Evit ar pobloù bihan e vo gwir da virviken.
K. aH.